www.cites-art.com : Breizh zo ur vro tost d’an douar, anavezet mat he glad dibar a-ziwar ar maez ; ur glad liesseurt, ledet ha merket splann gant ar relijion, an noblañs hag an arz-brezel : chapelioù, kalvarioù ha klozioù-parrez, peulvanoù ha meurvein,...
More
www.cites-art.com : Breizh zo ur vro tost d’an douar, anavezet mat he glad dibar a-ziwar ar maez ; ur glad liesseurt, ledet ha merket splann gant ar relijion, an noblañs hag an arz-brezel : chapelioù, kalvarioù ha klozioù-parrez, peulvanoù ha meurvein, tiezplouz, manerioù, kestell ha kreñvlec’hioù...
Ur vro martoloded zo anezhi ivez, enni un drederenn eus arvor Frañs. Eus an dibab eo glad mor Breizh ha plijout a ra forzh pegement d’ar weladennerien, evel m’en diskouez brud ar gouelioù a vez aozet evit e enoriñ.
Padal, piv a oar pegen kreñv eo hengoun kêrioù Breizh, lod anezho kozh evel an Impalaeriezh roman, lod all evel ar Grennamzer, pe mare an dalc’helezh pe c’hoazh mare an Dizoloadennoù Meur ?
Ar c’hêrioù savet en-dro da savadurioù keodedel, manatioù pe moudennoù feodel, peurliesañ e-lec’h ma oa bet savet ur pont kentañ hag e lec’hioù difenn, zo ken niverus hag ar c’hornioù-bro disheñvel a vuhezekaont.
Less